Banniel Kembre

Banniel Kembre

Banniel Kembre (a anver y Ddraig Goch e kembraeg, an aerouant ruz) zo ur banniel ofisiel e Kembre abaoe 1959. Warnañ e weler un aerouant ruz war ur foñs gwer ha gwenn. Kozh eo an implij eus an aerouant evel arouez e Kembre. Marteze e oa bet degaset d'ar vro gant ar Romaned pa oa bet aloubet Enez Vreizh ganto. Al livioù gwenn ha gwer zo moarvat eus mare an tiegezh Tudor, noblañsoù eus Kembre a yeas e penn rouantelezh Bro-Saoz e dibenn ar XVvet kantved. Al livioù-se zo ivez gant ar pour hag arouez Kembre eo ar bourenn ivez. Ar meneg koshañ er skridoù eus implij an aerouant da aroueziañ Kembre a gaver e-barzh Historia Brittonum, ur skrid eus 830 lakaet war gont Nennius, ha kontañ a reer ivez e oa an arouez-se war bannieloù ar roue Arzhur.

Kembre ha Bhoutan eo an div vro nemeto er bed gant un aerouant war o banniel, met gwechall e voe implijet an arouez-se ivez e Sina da vare an Dierniezh Qing.


Developed by StudentB